Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/218

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208

Ni a velo embêr güentra roncelassen...
Mes me a vel o tont nombr a gavailliri ;
Souden ni a velo penos vo ar c’hoari.

Fouqes.

Cetu ni, Ampereur, oll en em breparet,
Prest clos evit bale en heur ma commandet.

Charlamagn.

Sonit eun tol trompill evit rêi ar signal,
Ma velin o redec an oll en general.

Son a ra an trompillou. An tournoa a gommanç.
Ar Roue hac e dud a admir Boyard livet
en goen, p’ini voa chomet varlerc’h.


Salomon.

Ar marc’h goen, Ampereur, ê ar mestr varneze ;
Biscoas ne velis loen qer prim evel ma ê.

Charlamagn.

Gantàn e zai ar pris, me a vel ze bremâ :
Hac én chomet varlerc’h, cetu-én ar c’henta.

Salomon da Renod, pehini a c’honit ar pris.

Clêvit ta, Chevalier, ret ê renta justiç,
Rac, hervez a velàn, c’houi a verit ar pris :
Dalit ar gurunen, p’oc’h eus e goneet :
Comzit eus ar Roue qent mont qüit, me ho ped.

Renod a guemer ar gurunen hac a lavar :

Me a gomzo gantàn qement hac a garo,
Hac hervez e gomzou me sur en respònto.

Charlamagn.

Deut amàn, Chevalier, ma clêvin ho toare ;
Me gred ervat ez oc’h eun den a galite ;
Hoguen en assuranç, mar doc’h den vertuus,
Oc’h eus sur d’ho touguen eur marc’h zo courajus ;
Rac-se lavarit din, me ho ped, den vaillant,
Ha c’houi er güerzfe din evit va niz Roland ?

Renod.

Mar doc’h var vâr a varc’h evit douguen ho ni,
Clasqit eun all, Charles ; n’ho po qet va hini.