Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210

Daouest d’o oll ardou ha d’o subtilite,
Da zont da friponi james ar gurunen,
En drouc dispit dêze ha d’o oll diaoulien.
Mes evit nep fortun ret ê n’em gouraji,
Ha c’hoas clasq ar voyen vit en em gonforti ;
Rac-se ta, va Eont, crénvait ho calon,
Me rêi dêc’h en em venj eus a vibien Emon.

————

C’hoezecvet Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Ar Chevalier Olier.

Qement-màn a ellomp oll da attribui
D’an ard diabolic eus ar sorcer Mogi,
A voa n’em deguiset en eun den ancien ;
Renod a voa yaouanq hac ar marc’h a voa goen,
Ha pa voant evelse o zri n’em deguizet,
E voa impossubl demp o bea anaveet.
Mes evit qementse ne gollomp qet courach ;
Ni a voerzo dêze assur o friponach.

Idelon.

Ma heuillfec’h va avis, Ampereur Charlamagn,
E yêfec’h d’ar Gascogn hep ober tam bargagn,
Gant eun arme ponner evit tenna rêson
Deus ar sorcer Mogis hac a vibien Emon.

Charlamagn.

Ar resolution a zo grêt, va mignon,
Rac birviqen james ne ra joa va c’halon
Na vin en em venjet eus an dud milliguet
O deus dizenoret me ha va Baronet.

Galeran.

Hon oll gontantamant hac hor brassa soùhet
Ê sur hoch asista, Ampereur redoutet,