Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/223

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213

Rac me a vel duont castel caer Montoban,
Unan a grénva plaç zo ebars er bed-màn.

Charlamagn.

Me ho ped, Autrone Olier ha Roland,
Da dostât d’ar c’hastel gant peb a rejimant ;
Ha ni chomo amàn eun neubeut da repos :
Ne zavimp pavillon ebet evit fenôs.

Olier.

D’oc’h oll gommandamant ni vo atao fidel :
Alòn eta, Roland, tostaomp d’ar c’hastel.

An avan-gard a dosta d’ar c’hastel ;
ar Roue a chom er c’hamp.


Roland.

Êru omp, Autrone, en qichen Balançôn,
Amàn zo eur plaç brao a recreation ;
Ne ouffe birviqen reposi hon arme
Güell eguet er plaç-màn, me a assur dêc’h se.
Posit an etandard, savit ar pavillon,
Hac en eur plaç huel exposit va dragon,
Da zisqüez da Renod hac ive d’e vreudeur
Ez omp deut da guerc’hat curun an Ampereur.
Rac me en toue ferm, dre va c’hourach ardant,
Dre va brec’h furius ha va c’hleze tranchant,
Qent eguet ma quittain castel caer Montoban,
Ma ne ràn en laqat en ludu hac en tân,
Ha crouga prest eno ar pévar mab Emon,
Ma rin dê eur veach anaout ac’hanòn.

Sevel a rêr eur pavillon, hac e laqer eun dragon vargoure.


Isakar.

Cetu, Autrou Roland, savet ho pavillon,
Ha var ar beg huel exposet ho tragon ;
A deir lêo tro vardro bepret en er güeler ;
Me gred e vô souezet an dud eus ar c’hartier.

Roland.

C’houi enteur, Olier, arauc ma vo teval,