Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
215

Tromplet ê bet Charles qercouls hac e Brincet.

Clera.

Assurit, va fried, ha c’houi ive, Mogi,
Ni hor boa ac’hanoc’h calz demeus a sourci.

Richard.

Ah ! ra vo beniguet ar moment hac an heur
Ma oc’h var ar bed-màn ganet, Renod ; va breur.
Biscoas na Scipion, Alexand na Cesar,
En o oll-vaillantis n’en dint bet dêc’h-u par.
Ne dalfe qet e nac’h, ni hor boa calz a nec’h,
Va breur ha va c’hender, abalamour sur dêc’h,
Rac aon dre eur maleur e vijec’h anaveet,
Pa ne voac’h nemet daou ne vijec’h qemeret.

Renod.

Nan, nan, va breur Richard, mad ec’h ellit credi
En qeit ha ma vo sur eus hor sicour Mogi,
Ha va marc’h mad Boyard ive eus va douguen,
Ne rimp qet ar goassa gant hon adversourien.

Ar Secretour.

Aotrou an Duc Renod, ha c’houi oll, Autrone,
Gant ho permission e meus ar volonte
Da lavarat eun dra a zo güirion meurbet ;
En assuri a ràn, dre ma meus er güelet.
Mar oc’h eus goneet er guær eus a Baris
Curunen ar Roue dre eun tol vaillantis,
E voar n’em resolvet qent eguet pell amzer
D’e güerza dêc’h, Renod, eur pris a bêoc’h qer.
Ar Roue Charlamagn hac e oll Baronet
A zo ar veach-màn a grenn n'em resolvet
D’ober dêc’h ar brezel etro pad ho pue :
Biscoas ne voe Roue qer fachet ha ma ê.
Gant eun arme nombrus ê deut an Ampereur
Er Gascogn da combat ha c’houi hac ho preudeur ;
Anfin, da ober dêc’h eun hevelep brezel :