Bea n’em deguizet dre art ar sorcères, Guichard. Da betra respecti an nep n’hon respect qet ? Commanç a ra ar gombat. Galeran. En em zicouromp mat, m’ho ped, va mignonet, Renod. Alòn, va mignonet, redoublomp a gourach ; Galeran. Ra veo milliguet Roland hac Olier, Richard. Vit disqüez da Roland e meus er bisitet, Discar a ra ar pavillon, hac e tigaç an dragon gantàn. Galeran. Oh ! tud abominabl ! lest ganemp hon dragon, Richard. Ne zeus rançon ebet evidoc’h, poeltronet ; Ar Francisien en em zoveta. Renod. Evit hor plijadur hon eus grêt qement-màn : Renod a boz an dragon var castel Montoban. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/228
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218