Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/235

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225

Gallout en em venji deus hon adversourien ;
Rac ouspen ma int tud courajus ha vaillant
A guement a gafet dindan ar firmamant,
E màn gante Mogis, ar subtila sorcer,
A ra ar pez a gar dre ardou Lucifer.
Mar o deus an dragon, ar gurunen ive,
Ez ê certen Mogis ê a ra qementse :
Ha dre art pe dre nerz e rint moyen bepret
Evit hon revina, me gred se assuret.

Isakar.

Güir ê, Fouqes, ar pez a lavarit bremàn :
Biqen dre nerz ne ve qemeret Montoban ;
Rac ma voa Rochefort plaç crén hac imprenabl,
Montoban zo crénvoc’h, ze zo d’an oll güiabl.

Nêm.

Sir, va güir Ampereur, me meus ar volonte
Da lavarat eun dra bremàn d’ho Majeste,
Pini a zeblant din a zo ar güir voyen
Da zont d’en em venji deus hon adversourien.
Pa na eller dre nerz, ê ret dre finesse
Essât stigna eur pech d’ar botret subtil-ze.
Rac-se e ven avis dêc’h, Ampereur güirion,
Da gaç ambassadour betec ar Roue Yon,
Da gommandi deàn, hep ober tam caqet,
Ma na gar renta dêc’h crac hoc’h enemiet,
En deus bet repuet en e Rouantelez,
En er greot captif epad e oll vuez.

Charlamagn.

Ah ! Duc fur ha prudant evel eur Salomon,
Hoc’h avis a blij din, bet assur, va mignon ;
Mar am be ar victor var va adversourien,
E vo c’houi a vo caus, ha nonpas hini qen.
Ret ê caç eun expres betec ar Roue Yon.
Orsus eta, Ripus, c’houi a zo va mignon,