Evit ho vaillantis hac ho lealdet bras ;
Rac ma zoc’h puissant, c’houi oc’h eus breudeur c’hoas
A zo capabl d’ober faç d’ar Roue Charles ;
Mar en em frot ouzoc’h en em gavo dies.
Un Eil Dijentil.
Ha me en assuranç ive, Duc puissant,
A lavar memes tra ive pareillamant :
Me ra offr em pouvoar demeus a galon vat,
Da exposi va c’horf hac ive va oll voad
D’ho sicour da vea mestr seul en ho contre.
Mes cetu Francisien o tont en ho pete.
————
Trivet Dialog.
An Ambassadourien a antre.
Lohier d’an Duc Beuvet.
Salud dêc’h, Duc Beuvet demeus a Egremont ;
Ni zo deut ho pete eur Prinç nobl ha daou C’hont
Ha pêvar Ecuier abeurz ar Roue Franç,
Evit annonci dêc’h traou eus a gonseqanç.
Beuvet.
Ha pa vec’h deut ouspen, me ne ràn caz ebet :
Lavarit prest petra oc’h eus da lavaret.
Lohier.
Raportet zo d’am Zad, gant calz demeus a dud,
Penos e contestec’h pêa deàn tribut,
Ha da renta ive homach d’e Vajeste,
Evel a rê ho tud atao en re a re.
Mes evit ma voefot prest va c’hommission,
E zòn carguet da rêi dêc’h eur sommation
Da zonet hep manqout bremàn-zouden vatan
Da renta hoc’h homach hag ho tribut deàn ;
Pe ma vanqit da zont, da renta hoc’h homach,
E laqai ar vrô-màn certen oll en carnach,