Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230

E teuy d’am chasseal deus va Rouantelez,
Hac em rento captif epad va oll bue :
Deliberit, va zud, bremàn var guementse.

Godefroa.

Ganêc’h òn soùezet terrubl, Roue Yon,
Pa c’houlennit conseill da ober trahison ;
Dreist peb tra eus Renod pehini zo ho qar,
Dre ma ê ho preur-caer evel pried d’ho c’hoar.
Oh ! ne veritit qet an hano a Roue,
Mar consantit biqen trahissa ho ligne.
Me ho ped, va Eont, d’ober réflexion :
Pa rentas Renod dêc’h ar Sarazin Bourgogn,
E prometjoc’h deàn en presanç ho Comtet
Er sicourjec’h fidel eus e enemiet ;
Rac-se pa ne fell dêc’h bremàn bea leal,
Roit dê o c’honje da vont en eur vrô all ;
Pa ne virit qet dindan ho tomination,
Ne ranqfoc’h qet respont a vugale Emon.

Monbandel.

Eur proverb a lavar pell zo eus a amzer,
Ê essoc’h lavarat eguet n’en dê ober ;
Mes me all lavarat, Autrone, gant rêson,
N’ell qet en em excus biqen ar Roue Yon.
P’en deus mibien Emon en e vrô repuet,
Ne dle qet permetti e vent sur trahisset,
Dindan boan da vea discaret e guæriou,
Ha laqet ar ravach var e oll zouarou,
Ha c’hoas memes en taill da vea distrujet ;
Cetu petra a zo : deus-tu deliberet.

Hector.

Ha possubl ve penos e vemp qen dinatur
Ma rentfemp eun affront evit eur blijadur !
Servich vras a rentas demp bugale Emon,
O tont d’ho delivra deus a zaouarn Bourgogn ;