Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232


Yon.

Cetu grêt ar c’honseill hac ar gonclusion,
Hac ar muia moeziou zo vit an drahison !
O va breur-caer Renod ! forcet òn ar vech-mâ
Da livra ac’hanoc’h d’oc’h adversour brassa.
Biscoas sur trahison ne voe qen inhumen ;
Hoguen eun den forcet n’en deus qet a lezen,
Oll oc’h eus, Autrone, hoc’h avis lavaret ;
Mes me a ranq ive güelet petra zo ret :
Sortiit eun neubeut, me ho ped, Autrone,
Ma valancin ervat ar gaus a bep coste.

An Eil Paj.

Me ho ped, va Roue, confortit ho calon,
Rac, hac ho pe livret ar pêvar mab Emon
Entre daouarn Charles, ar Roue deus a Franç,
Ne ve qet c’hoas capabl da ober dê offanç ;
Rac an Tadou a Franç a zo oll qerent dê,
Hac a rêyo o feoc’h en qichen ar Roue ;
Hac int deus o c’hoste zo tud ar vaillanta,
Ha ne vo qet êzet sur dont d’o distruja.

Yon.

Choui, va Fajic bian, am c’honsol ar muia.
Rac-se, va Secretour, commancit da scrifa ;
Rac me meus ar gredanç evit nep trahison
Ne êruo, me gred, gant bugale Emon.

Ar Secretoür.

Lavarit, Sir, petra a laqin da guenta.

Yon.

Nem laqit qet en poan, me a ya da zicta.
Scrifit aze qenta d’ar Roue deus a Franç
Penos er saludàn gant calz a gonsecanç,
Ha da c’horto ma yin ebars em personach
Da renta humblamant d’e Vajeste homach,
E teuàn dre va scrit da demoigni bremàn