E rezisto pêvar eus daou-c’hant den armet ? Nêm. Qent ma vint qemeret, me a bromet dêc’h se, ———— Seizvet Dialog. Renod hac e dud a antre, hac a lavar : Me gred bremàn Roland hac e eont Charles Ar Secretour. Ne zeus lec’h da laqat douetanç ebars se ; Renod. Ho ! ho ! êru ez ê d’ar guêr an daou ganfard ? Alard. Me ya d’o c’herc’hat dêc’h gant calz a blijadur, Digaç a ra anê d’o zad, pehini a zaill gante da boqat dê. Renod. Bonjour va bugale Yonet hac Emonet ; Emonet. Mar plij gant va Doue dre e vouir Brovidanç |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/246
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236