Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/249

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239

Ha c’houi a felfe dêc’h ober demp trahison ?
Rac ma oufen ho pe hepqen ar volonte,
Birviqen eur c’hart-heur ne chomfec’h en bue ;
Rac me a zant ervat ê fell dêc’h conclui
Hor c’haç evel dênved da daga d’ar bleizi.

Alard.

Renod, va breur ena, dreist oll me ho suppli
Ne yêfomp qet disarm dirac hon enemi.
Birviqen Charlamagn ne oufen da garet,
Aboe ma permettas laza an Duc Beuvet.
Rac me assurfe mat en deveus eur galon
Zo capabl da obér da bep coulz trahison,

Guichard.

Anfin, mar en deus c’hoant evit boneur ar vrô
D’êchui ar brezel zo commancet pell zo,
Ni a yêlo d’ar plaç ma plijo sur gantàn,
Mes gant hon oll buissanç demeus a Vontoban.
Mar hon trêt gant douçter, ni n’em humilio ;
Mar be rigorius, ni en em difenno.

Ar C’homt d’Anjou.

Allas ! ne glasqit qet an hent, va mignonet,
Evit ober ar peoc’h, er fêçon ma comzet.
Ha c’houi a gred penos ar Roue nobl Yon
A garfe ho qüerza nac ober trahison ?
Caç a rêyo ganêc’h ive darn e Gomtet,
Evit disqüel penos ne zeus danjer abet.

Yon.

O Doue ! Autrone, goude dont d’ho sicour,
E fell dêc’h lavarat e zòn-me eun traitour !

Emonet.

Ia, me voar ervat, Sir, ez oc’h va eont ;
Hoguen laqit eves ne ve manq en ho cont,
Rac mar deut da verza va zad hac e vreudeur,
En esperanç bea mignon d’an Ampereur,