Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15

Hac ober dêc’h güell drist êchui ho pue :
Sònjit petra oc’h eus da lavarat var ze.

Beuvet.

Hac êchu ê ar pez ho poa da lavaret ?
Rac babilla a rit evel eur perroqet.

Clêvit eta, Lohier, gouzout a rit ervad
Dirac ar guær a Rom pa voe lazet va zad,
Me ne zaleis qet da en em exposi
En eur plaç na fourje nemeur a dud o fri.
P’en em strinqis en creiz an arme enemi,
E tigassis ganén Roue al Lombardi,
En rentis prisonier d’ho tad ar Roue Franç,
Pini a bromettas, evit va recompanç,
Din-me an Dugach-màn evit va heritach,
Exant eus a dribut ha demeus a homach.
P’en deus roet e c’hir e tle en delc’hel mat :
Eur Roue ne dle qet james bea gaouyat ;
Rac-se e pretantàn, daouest d’ho courdrouzou,
Beva ebars en peoc’h hac hep pêa tellou.

Fouqes.

Evit qement a rit, e clasq digareou,
Êruet an amzer, daouest d’ho pombançou,
Da renta hoc’h homach d’ho Prinç ha d’ho Roue.
Grêt oc’h eus ho pompad alies gouscoude,
Penos na brisfec’h qet oboissa da zen,
Hac e vijec’h en peoc’h assur da virviqen.
Clêvit eta, Beuvet, na vet qet obstinet :
Sentit ouz ar Roue, pe ho pezo regret,
Mar grit ar sufisant, me bromet dêc’h penos
Ne veot birviqen lezet mui en repos.

Qenta Ecuier Beuvet.

Ne deut qet qen terrupl, Fouqes, d’hor menaci,
Rac na vec’h-u souezet qent fin an disparti :
Ni hon eus abondanç a zir hac a houarn,