Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/250

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240

E vo goerzet dêc’h se qent mont eus ar bed-màn,
Ha pa ne ve den beo nemedòn va-unan.

Yon.

Anfin, bian ha bras ho cavàn obstinet ;
An obtion oc’h eus d’ober vel a garfet.
Hoguen qer fatic òn balamour dêc’h, va breur,
E clasq ober ho peoc’h etal an Ampereur,
Ma òn dismantet oll ; anfin, ne allan mui ;
Roit din, m’ho suppli, eur gampr da reposi.

Renod.

Qement zo er c’hastel, va breur, zo evidoc’h ;
N’ouffemp qet ho pêa mar oc’h eus grêt hor peoc’h.
Qemerit ho repos, me ho ped, va Roue ;
Ni dacho, mar guellomp, d’ober ho polonte.

Yon.

Me a ya, Autrone, eta da reposi.

Sortial a ra.


Renod.

It eta, va Roue, humblamant m’ho suppli.

Renod d’e dud :


Arça eta, va zud, bremàn deliberet
Petra hon eus d’ober var hevelep sujet.

Clera.

Clêvit ive, Renod, va resolution :
Evit bea va breur ar Roue nobl Yon,
Couscoude evit se ne ven qet dêc’h ali
Da vonet disarmet dirac an enemi.

Richard.

N’en domp qet en humor, na me na va breudeur,
Da vont sur disarmet da blenen Vocouleur.
Ne dalfe qet e nac’h, bea a meus soupçon,
Penos e zeus dezir da ober trahison.

Mogis.

Anfin, va c’hendervi, ît gant ho preur Renod ;
Mar ho trahis Yon e rayo eun dra sot :
Biscoas maro, va zad, ne voe qen qer goerzet