Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241

Evel sur hoc’h hini, mar beit trahisset.

Renod.

Mar dè predestinet gant Doue eternel
E rancomp, va breudeur, dre drahison mervel,
En em resolvomp oll da vont en han’ Doue.
Ni zo bet alies en danjer hor bue,
Gouscoude hon eus bet eur c’hraç particulier
Bete ’n heur a vremàn d’en em denn a affer.

Richard.

Me a yêlo ganêc’h evit oboissa.

Alard. ha Guichard.

Ha ni a yêl ive, pa dlefemp perissa.

Renod.

Beniguet vo Roue an ên hac an douar !
Cetu ni, va breudeur, c’hoas eus a eul lavar.
Me esper e royo Doue demp ar boneur
Ma tistroimp d’ar guêr a blenen Vocouleur.
Arça, va zonerien, grit-u c’hoas eur fredon
Da recrei speret ar Roue nobl Yon,
En deus evidomp-ni qemeret eur boan vras ;
Ha ni en em hastomp da vont dre an hent c’hoas.

Yon o clêvet ar fredon a lavar :

Allas ! mibien Emon, m’oufec’h ar virione,
Ne rêfèc’h qet sur din ar seurt enoriou-ze.
Caer a meus esperout qemeret va repos,
Va c’honscianç am piq hac en de hac en nôs,
E rebech din vel güir ez òn bet eun traitour,
E meus güerzet an nep a dleyen da zicour.
C’hoant bras a meus da vont d’en em brecipita ;
Daoust penos vo an dro, me rànqo perissa.