Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244


Guichard.

Petra ê al lann-hont a velàn, va breudeur ?
Êru omp er vech-màn ebars en Vocouleur.

Anton.

Er plaç-ont eus roet dêc’h assination,
Hervez hon eus gouezet eus ar Roue Yon.

Alard.

Sellit brassa mezou ! terrubl òn soùezet ;
Evidòn da zellet, ne velàn den abet.

Guichard.

Na me ne velàn qet sur muioc’h eguedoc’h :
Demp ac’hann, va breudeur, hep arrêti pelloc’h.

An tri C’homt a lavar :

Depordit eun nebeut, me ho ped, Autrone ;
Bremâ-zouden vantan e teuyo ar Roue.

Renod o velet ansaign Fouqes hac o clêvet an trompillou.

Maleur demp, va breudeur ! bea zo trahison,
Rac me a vel ansaign Fouqes de Morillon ;
Hac en penn al lann-vras e màn Oger-Danoa ;
Ret vo demp, va breudeur, dont da vervel amâ.

Alard.

Oh ! Renod miserabl ! piou a zònje biqen
O pije trahisset ac’hanomp evellen !
Ni zo ho preudeur paour hac ho carie ervat,
Ganet omp deus ar vam ha deus ar memes tad.

Guichard.

Anfin qement a c’hoant en devoa d’hon goerza,
M’en deus, en dispit demp hon digacet amâ.

Richard.

Alòn, Alard, Guichard, deut buan d’am zicour,
Ma voalchfomp hon daouarn en calon an traitour.

Mont a reont e trezec Renod, pehini ne ra vàn mui o güelet.


Renod.

O Doue, va breudeur ! ha c’houi sònj gouscoude