Ar pez voa entreomp er gentaou concluet. Mont a reont var ar roc’h. Isakar. Me lavar franchemant amàn, va mignonet, Idelon. Ne maint qet qen huel ne veint disqennet. Richard. Mar tostait d’ar roc’h, ni royo dêc’h cuignou Stlepel a reont mein gant o enemiet. Ganelon. Tehomp buan alenn ha redomp prest duont ; Trouplou ar Roue a recul. Renod. Ha c’houi dec’ho eta, tud poeltron ha traitour ? En eur velet an enemiet o vont qüit, e lavar : P’hon eus-e chasseet pell demeus hon roc’hel, Disqen a reont da gerc’hat mein. Ripus. Ho ! ho ! deut int d’an traòn, ar pêvar mab Emon ! Tostât a ra adare an enemiet d’an assot. Oger. Arça, va c’hendervi, en em rentit, m’ho ped, Richard. Oh ! va c’hender Oger, na pebes lachete |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/259
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249