Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16

Hac a rêi dêc’h buan adreus ho tiscouarn.

Eil Ecuier ar Roue.

N’eus dant en ho qinou, pa ve qeit ha va bis,
Mar tostait ouzòn, na zraillàn evel pis.
Mar qerit hoc’h enor, Autrou an Duc Beuvet,
Grit tribut d’ar Roue, evel ma ê dleet,
Hac ive hoc’h homach, qercoulz hac ar re all,
Pe e renqfot mervel en eur prison teval.

Trivet Ecuier ar Roue.

Ne zeus nemet eur guir mui ebars er chanson :
Lavarit demp-ni prest ho resolution,
M’hor bezo ho respont evit distrei d’ar guêr ;
Ha depechit buan, rac an amzer zo bêr.

Beuvet.

Va resolution a zo sur evellen :
Tec’hit eus va fresanç, n’am importunit qen.

Lohier.

Penos, den insolant ! evelse ê dide
Parlant gant arroganç dirac Mab da Roue ?
Hoguen, ia, m’en tou, fe eus a Brinç Lohier,
Ma na chenches langach abars nebeut amzer.

Beuvet.

O ! ententit, Lohier, daoust d’oc’h oll aroganç,
Penevert respecti ho tad, ar Roue Franç,
Me a voelc’hfe buan va daouarn en ho coad.
Tromplet oc’h eun nebeut ganén, va c’hamarad.
Ia, me en toue, dre va c’hourach ardant,
Dre va brec’h furius ha va c’hleze tranchant,
Me a vo bruzunet munut vel qig paste,
Qent ma oboisfen birviqen d’ar Roue ;
En em dennit ac’hann eur veach, p’o pedàn ;
Ne all qet va c’hourach ho souffri qen amàn.

Lohier.

Ne spontomp qet assur ous ho clêvet, Beuvet,