Mar en em zicouromp, ne vimp qet qemeret.
Mont a reont c’hoas var ar roc’h.
Nêm.
Me o güel o vonet adare var o glud :
N’o heuillomp qet hirroc’h, me ho suppli, va zud ;
Mar gallont eur veach pignat var ar roc’hel,
Dindan o zoliou mein e ranqimp sur mervel.
An enemiet a recul, nemet Ganelon.
Ganelon.
Ho ! ho ! c’houi zo chommet, Richard, da zivea
Me a voerzo dêc’hu-u maro Fouqes bremâ.
Dalit eun tol cleze en creiz ho pouzellou :
C’houi ell ober gante brêmàn goadeguennou.
Richard.
Oh ! lazet òn ganet, infernal Ganelon !
Nonpas dre vaillantis, hoguen dre drahison.
Ganelon.
Biannat ra an nombr ac’hanoc’h, tud impi ;
Rac mar hoac’h qent pêvar, n’en doc’h mui nemet tri.
Me a meus da guenta grêt separation
Dre va c’houraj vaillant entre mibien Emon ;
Pa ê lazet Richard, ar vaillanta anê,
Hor bo sur ar re all ive hep pell dale.
Richard.
Arabat, Ganelon, e rafac’h ho pompat
O pe bet va bue demeus a varc’hat mat ;
Poc’h eus grêt din gourve, c’houi renq ober ive :
Tra evit tra bepret ; bue evit bue...
Foura ra e gleze en calon Ganelon, pehini a goe d’an douar.
Ganelon.
Oh ! tizet òn ganet en creiz poul va c’halon.
Venjit-ta ac’hanòn, va c’hender Idelon.
Richard.
Bremàn omp n’em bêet, Ganelon infidel ;
Mar dòn cazi maro, te zo prest da vervel.
Renod.
Pelêc’h e màn Richard ? lavarit va breudeur ;