Mes dre ma voen re fêbl ha re oboissant.
Allas ! Chevalierien, goude qement a boan
Oc’h eus bet anduret o tifen ar vrô-màn,
Ez oc’h bremàn livret d’ho prassa énemi,
Evel cass an dênved d’ar blei da zevori.
Ah ! plenen Vocouleur, pebes chanç ac’h eus-te !
Rac ar yêod glas ennout zo arrouzet hirie
Gant goad pur pêvar den, ar vaillanta biscoas
Zo bet var an douar hac ive er môr glas.
Mogis a antre.
Petra a c’hoarve dêc’h, va mignon qèr Goustard ?
Ret ê anzao ouzin, ha na vet qet couard.
Goustard.
Allas ! glac’haret òn, den jenerus Mogi ;
Ma na blij gant Doue hac ar Verc’hez Vari
Sellet eus a drue ouz bugale Emon,
Int maro o fêvar dre ’r brassa trahison !
Rac ar Roue Yon en deus bet o livret
D’an Ampereur Charles, pini en deus casset
Eun daou-c’hant den armet da blenen Vocouleur,
Vit ma vo qemeret Renod hac e vreudeur.
Mogis.
Ah ! vad a rafe din da zispen gant va dent...
Perac, den miserabl ! n’en lavares-te qent ?
Piou a zo c’hoas coupabl ebars en drahison ?
Goustard.
Ato ar C’homt d’Anjou, Monbandel hac Anton ;
Hoguen evit Hector nac ar C’homt Godefroa
N’o deus qet consantet da zont d’ho trahissa.
Hector ha Godefroa a antre.
Me ho suppli, Mogis, Renod hac e vreudeur,
It buan, m’ho suppli, da blenen Vocouleur :
Lavarat a ràn dêc’h penos omp trahisset ;
Ni a yêlo ganêc’h d’ho sicour, mar qeret.