Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17

Ni hon eus güelet calz eus ho seurt friponet ;
Hac a rayo sur dêc’h, daoust doc’h oll tintamar,
Dont da ober certen eun darn eus hon lavar.

Beuvet.

Torret ê ar reglen eus va faciantet :
Croguit en insolant, m’ho ped, va soudardet,
Evit ma vo laqet ebars en eur prison,
Neuze ni a velo piou a bêo rançon.

Eur Zoudard da Beuvet o tostât ouz Lohier.

Me a grogo ennàn, Autrou, pa gommandet.

Lohier.

Mar deues bete ze, en em gavi trompet :
Cede ar recompanç eus da demerite
Da tisqi da laqat an dorn var Mab Roue.

Lohier e laz gant un tol cleze.


Beuvet.

Venjanç ! va zoudardet, demeus an insolant
A laz unan va zud, ha me amàn presant !
D’an armou ! va oll dud. Saillomp oll varneze ;
Ni rayo ne velint birviqen o Roue.

Lohier.

Poc’h eus c’hoant combati, vo ret ho contanti ;
Combatomp, mignonet, evel leonet cri ;
En em strincomp diouztu var ar forbanet-màn :
Bezomp victorius pe marvomp oll amàn.

Beuvet.

Me a dou dêc’h, Lohier, en despit d’ho fureur,
E zoc’h sur deut amàn evit clasq ho maleur.
Me blanto bete ’r goard ennoc’h va c’hleze güen :
Dalit... recevit-àn evit ho croas nouen.

Treuzi ’ ra Lohier gant eun tol cleze.


Lohier, beuzet en e voad ha prest da vervel.

Ah ! vil muntrer Beuvet, scòet òn em c’halon :
Venjit ac’hanòn-me, Fouqes ha Ganelon.

Mervel a ra.