Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/272

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262

Eo êruet Mogis alert, gant eun arme,
En deus hon repousset gant eun ardeur qer bras,
Ma voa ret demp qüittât pe vervel var ar plaç.

Salomon.

Me lavar dêc’h eun dra zo güir, va Ampereur :
N’en dê qet tud humen Renod hac e vreudeur,
Hoguen certen monstrou dreist-natur produet,
Rac courajussoc’h int calz eguet leonet.
Ganelon a scòas en creiz e gorf Richard,
Me gred e treantas aneàn part-ouz-part.
En e zivrac’h e voa gantàn e vouzellou,
Pa lazas Ganelon en qichen e seuillou ;
Ha qer digonscianç ma rafe eur c’higuer,
Ec’h eure garotti dreizàn eur mouchouer
Da zerc’hel en e gôf e vouzellou ha goad,
Hac evel eul leon e yas c’hoas d’ar gombat.

Roland.

Eun auteur a rapport, a zo hanvet ar Plin,
Penos pep tra a denn d’e natur ha d’e fin :
Al louarn, dre natur, a zo bepret lostec,
Hac ar c’had a zo rous hac atao dilostec ;
Mes evit disclêry dêc’h güelloc’h va c’hestion,
Oger zo naturel deàn bea poeltron :
Biscoas Chevalier mat ne voe deus e ligne,
Hac én zo impossubl deàn bea ive.

Oger.

Respet d’an assamble a zo amàn presant :
En creiz da zaoulagad te lavar gaou, Roland.
Eus a guercoulz ligne ha te e zòn bepret,
Hac eun nebeut güelloc’h, ma ve ervat sellet.
An Duc a Roussillon, Emon, an Duc Beuvet,
Hac an Duc a Nanteuill a zo va eontet ;
Renod hac e vreudeur, hac ar subtil Mogi
A anzavin bepret evit va c’hendervi ;
Godefroa Danemarc a rêt demeus va zad ;