Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/273

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263

Hac an Tadou a Franç ha me zo ’r memes goad.
Ah ! contit din, Roland, ive hoc’h alianç,
Zo meurbet distêroc’h, daouest d’oc’h arroganç.

Roland.

Penos, den insolant, poeltron ha coùard fall !
Ha ne gavit-u qet e zeus lec’h d’ho tamal ?
Ha c’houi êt daou-c’hant den eus a dud redoutet,
Da guemeret pêvar, ha c’hoas n’oc’h eus qet grêt !
Ma vijemp êt tri all ha me da Vocouleur,
Hor bije qemeret Renod hac e vreudeur ;
Hoguen, abalamour ma int ho qendervi,
Oc’h eus-e espernet, m’el lavar dêc’h hardi.
N’en dê qet va eont güir Roue, ma ne ra
Hep nep true ouzoc’h, laqat ho tifframma.

Oger.

Ha c’houi entent, Roland, menteni ho comzou ?
Bremâ-zouden ouzin gant beg hor c’hlezeyou ?
Cetu me er blacen : preparit, me zo prest
Da renta dêc’h rêson ha da rêi dêc’h ho rest,
Va c’henta trahison a zo c’hoas da ober :
Mar doc’h eun den, Roland, difennit mad ho lér.

Roland.

Possubl ve e vec’h c’hoas qen hardi da brezeg !
Roit paciantet, pe me zec’ho ho peg.

Oger.

Me bromet da Zoue, pehini am c’hrouas,
Mar qerit-u, Roland, hepqen avanç ur pas
Evit sqei ganén-me, me ho toucho da vad,
Ha pa ve ur raouen entre ho taoulagad,
Mes perac, mar oc’h eus qementse a galon,
Nen dit da Vontoban da guerc’hat ho tragon,
A zo êt gant Richard evit ho tisfia,
A zo en aour massif var ar beg o luha ?
Ia, evit goerza eun darn ho comzou dêc’h,
Me en toue ervat, ebars er c’henta lec’h