Mar gallit er c’havet, qemerit aneàn,
Rac me ne allàn qet lavarat pelec’h màn.
Antren a reont oll er goùent.
————
C’hoezecvet Dialog.
Yon hac e Secretour.
Yon.
Allas ! mizerabl òn ar vech-mâ en effet,
Êru ê tud Charles evit va c’hemeret.
Rac-se, va mignon paour, humblamant ho pedàn,
It da gaout va breur-caer Renod da Vontoban,
Ha lavarit deàn dont buan d’am difen,
Pe e vin difframmet gant va adversourien ;
Rac mé ve goell ganén e teufe én amâ,
Pa meus-àn trahisset, da zont d’am distruja,
Eguet ma ve lezel Charlamagn d’e ober :
Ze a ve rebechus deàn en peb amter.
Goustard.
Me a ray qementse, ne vezo manc ebet ;
Hoguen, en em guzit, pe e zoc’h qemeret.
Mont a reont da guzat ; Roland hac e dud a glasq anê.
Roland.
Eun dra estranch bras ê ne gafemp aneàn !
Ha parbleur, jarnigoa ! cetu-àn sur amàn.
Ah ! Manac’h diffroqet ! c’houi, Yon, falz Roue,
Perac tra n’ho poa-u dalc’het ho promesse ?
C’houi ho poa promettet renta en Vocouleur
D’ar Roue Charlamagn Renod hac e vreudeur ;
N’en dê qet deut an tol evel ma voa esper,
Rac-se deut ganemp-ni da receo ho saler.
Yon.
Piou benac am blamo, Roland hac Olier,
Evidoc’h n’oc’h eus qet a sujet d’en ober.
Sivoas din em c’halon, me a meus trahisset
An nep o devoa din va bue recouret,