Ganelon.
Maleur-demp, Autrone, cetu Lohier lazet :
Ma n’en em zicouromp, e vimp oll massacret.
Eil Soudard Beuvet.
Ret ê o laza tout, hep pardoni hini ;
Cetu var an douar dija discaret tri.
Pêvar Ecuier ar Roue.
Autrou an Duc Beuvet, trevers, mar plich ganêc’h,
Ha ni en em rento amàn sur ractal dêc’h :
N’en domp qet evidoc’h, ni a voar erfat-se ;
Rac-se, ni ho suppli, list ganemp hor bue.
Beuvet.
Me rei dêc’h ho pue ; mes e condition
E c’hêfoc’h ho pêvar, hac hep remission,
Da gaç ganêc’h ractal ha da renta er guêr
D’ho Mestr ar Roue Franç corf e vab qèr Lohier ;
Hac evit testeni ne ràn fors aneàn,
E ràn renta e vab er fêçon-màn deàn.
Ma na rit qementse, m’en tou, fe a Veuvet,
Me am bo ho pue certen hep manq ebet.
Trivet Ecuier ar Roue.
Ni bromet dêc’h, Autrou, fe a Chevalierien,
Dont da efectui antier ho courc’hemen :
Ni rento corf Lohier d’e dad ar Roue Franç,
Hac a lavaro sur tenor ar gonsecanç.
Beuvet.
It-ta eus va fresanç, ha ne zaleit qet ;
Troit ho talonou ha cessit ho caqet.
Bouvet a zorti gant e suit.
Ganelon.
O beach damantus evidomp, Autrone !
Penos e credfomp-ni mont dirac ar Roue,
Da gaç deàn e vab massacret er guis-màn !
Disesperi a rêi pa velo aneàn.