Renod.
Roland, ne gomzit qet din eus a ze pelloc’h,
Biqen ne drahissàn evit cavet ar peoc’h.
Qent mancout da Vogis me golfe va bue :
Cetu aze va c’homz, cassit-àn d’ar Roue.
Destum a ra e armou, hac e saill var Boyard.
Na songit qet, Roland, ve rac aon ac’hanoc’h
E teuàn da c’houlen ouzoc’h qartier na peoc’h,
Hoguen abalamour ma zoc’h niz d’ar Roue
Em boa c’hoant da ober dêc’h eur civilite ;
Daouest dêc’h pe gant lanç pe a doliou cleze
E teufomp da gommanç bremâ-ta hor mêle,
P’etramant achuomp, mar carit, ar gombat
Entreomp-ni hon daou, dre ma omp daou bot mat :
Neuze, mar goneit, en beo pe en maro
Va c’hassit d’hoc’h eont da ober a garo ;
Hac er c’hontrol, Roland, me, mar ho coneàn,
Ho tigasso ganén da gastel Montoban.
Roland.
Ha c’houi a zalc’ho mat d’ar pez a leveret ?
Renod.
Ia nebon, Roland, n’ho pet qet a vorc’het.
Roland.
Ha me a rai ive, en fe a Chevalier.
Mes c’hoant a meus qenta da gomz gant Olier,
Rac be ez eus pell zo promesse entreomp,
Birviqen nep combat sur ne antreprenomp
Na c’houlenno conje an eil ouz eguile,
Ha rac-se e fell din delc’hel va fromesse.
Renod.
It prest eta, Roland, ha ne zaleit qet.
Roland.
Nebon me êruo souden, bet assuret.
Olier.
Petra lavar Renod ? lavarit din, Roland.
Roland.
Efei parlant a ra evel eun den prudant ;