Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/286

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276


Mogis.

Courach, va mignonet, hac e zomp evite ;
Redoublomp hor furor ha saillomp varneze.

Galeran.

Aotrou ar Prinç Roland, m’ho ped, n’em avancet ;
Ma ne deuit d’hor zicour e veomp qemeret.

Roland.

Nonde-mil-crampoezen ! pelec’h e màn Renod ?
Ma velfomp ar vech-màn piou ê ar goella pot.

Renod.

Ez òn ouz ho cortoz gant impaciantet ;
Poan vras oc’h eus, Roland, e clasq en em gavet.

Roland.

Ha c’houi zo preparet, ma zayomp da jouti ?

Renod.

Prest aoüalc’h, pa garfot, Roland, me ho tifi.

Amàn e combattont gant o lançou.


Roland.

Dalit eur flipat mat, qent ma yêt en ho rout,
Me ro dêc’h qementse bepret evit talvout.

En em heurta e reont gant o lançou.


Renod.

Nebon me ho pêo qent mont divar al lec’h ;
Dalit, va c’hamarad : caout a rit ennes sec’h ?

Roland a goe marc’h hac all, hac a lavar deàn :

Ah ! boued an avies ! ar blei ouz d’as tago !
Cede te dindannòn, arvoqin divalo,
Evit un tol hepqen digant eun den dister !
C’hoant a meus da foeltra ac’hanout er rivier.

Oger.

Ha c’houi eta, Roland, en em gonto coulz pot,
P’ê güir oc’h eus bremàn leiz ho côf a Renod ?

Renod.

N’oc’h eus affer, Roland, da damal re ho marc’h,
Me gombatto ouzoc’h troad-ouz-troad sur-aoüalc’h ;
Re huel e ouintit e foen d’ho marc’h, Roland,
Hac e guerc’ha a rit meurbet moderamant ;
Hoguen me a gundu va marc’h Boyard ervat,