Hac ec’h allàn hardi mont gantan d’ar gombat. Roland. Re a rit an anter, Renod, ouz va goapât, Renod. N’en dê qet just, Roland, penos e vec’h var droad, Roland. N’ho toujàn qet, Renod, rac-se me ho tifi En em ganna a reont a doliou cleze. Richard a Normandi. Penos ! ha possubl ve, Tadou demeus a Franç, Olier. Nan, nan, n’er souffromp qet : demp eta d’ar mêle, En em renca ra pepini eus e dud, hac en em avançont. Alard. Avançomp prest, va zud, evit sicour Renod ; Amàn e commanç ar gombat general. Roland. Me garfe e lesfec’h ac’hanomp, Autrone, Renod. Mar carit dont, Roland, ni a yêlo d’ar c’hoad, Roland. Contant bras òn a ze ; me approuv ho propos. Renod. Me ya eta aroc hac a chom d’ho cortos. Renod a ya d’ar c’hoad. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/287
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277