Guichard.
Sortiet ê Renod ; va breudeur, heuillomp-àn ;
Eun dra a zo aroc en deus c’hoant da dizàn.
Alard hac én a ya d’ar c’hoad varlerc’h Renod.
Roland da Olier.
Me ya da êchui va bataill gant Renod.
Olier en arrêt hac a lavar deàn :
N’en deet qet certen, pe otramant oc’h sod
Chommit ganeomp, Roland, me ho ped, d’hor zicour
Rac c’houi a vel aoüalc’h hon eus re a labour.
Mogis.
Hardi ta, mignonet ; redoublomp a gourach ;
Reculi a rancont, an dud vil, an dud lach.
Idelon.
Me a vel, Autrone, ez ê ret demp qüittât ;
Goell ê ober abret eguet re diveat.
Richard.
Me greuffe gant arrach ma na ho traillfen qet
Rac maleur d’an hini am bo-me attrapet.
Fin eus ar Bempet Act.
C’HOEC’HVET PROLOG.
————
Me gred, Compagnunez, ê troublet ho memor,
En eur dont da glêvet ar fin eus an histor ;
Rac ne zeus mantion ganemp nemet combat,
Brezel cuntinuel, rivierou eus a voad.
Aboe ma ê crouet an eol er firmamant,
N’eus qet bet dindannàn eur brezel qer sanglant,
Na qement a vizer, a zezolation
Evel o deus souffret ar pêvar mab Emon.
Leqeomp hon daouarn oll var hor c’honscianç,
Hac hanzavomp gant güir entreomp, pobl a Franç,
Penos ne garfemp qet bea bet d’ar c’houlz-se,
Da velet ha da zouffr eur seurt adversite.