ACT VI.
Quenta Dialog.
Roland a antre gant e suit, hac a lavar :
Dizesperi a ràn gant an displijadur,
Pa deuàn da zònjal er chanç, en avantur
A zo ganemp, va zud, ar vech-màn êruet.
Me gred parfetamant e zomp bet anchantet
Gant an traitour Mogis, zo mignon da Zatan,
Evit caout ar victor varnomp-ni ar vech-màn.
Oger.
Me meus aon, Autrone, an traitour fall Yon
Na ravisso Renod sur digant Salomon ;
Re e zint dilerc’het, ha rac-se e meus spont
N’en em gafe Renod gante dre eur rancont.
En eur plaç henc, Roland, ez oc’h en em gavet,
Rac hoc’h accoutramant zo terrubl difrêzet,
Hac ho marc’h a zo cam, ne ell mui mont d’an drot :
Seblantout a ra din oc’h güelet gant Renod.
Me a zònje penos, pa gomzec’h qen apart,
Ho pije ravisset digant Renod, Boyard,
Hac e teuje Renod da brisonnier ganêc’h ;
Evidòn da zellet, n’er güelàn en nep lec’h.
Roland a dosta da Oger, hac a lavar :
Dre sant Denes a Franç ! Oger, tavit bremâ,
Pe em bo ho pue, pa dlefen perissa.
Oger.
Mar teuit bete ze, me ho tistroyo prest.
Ar vech-mâ gouscoude oc’h eus cavet ho mest.
Evit qement a rêc’h oc’h ober pompadou,
En deus savet Renod manific ho qillou.
Roland.
Ne allan souffr pelloc’h e rebechou cruel ;