Discroguit diouzin, m’ho ped, Olier, pell, Oger a denn e gleze hac a lavar : Allon eta, Roland, soutenomp hor c’homzou Ripus a arrêt Oger hac a lavar : Appezit ho coler, me ho ped, Autrone : Richard. Ah ! Roland orgouillus ! distroit diouzin ; Roland. Ia-da, Richardic, p’och eus c’hoant da c’hoari, En em gombatti a reont o daou. Me a gav iffrontet terrupl Richard bian, Richard. En em resolvet on, ne roàn cas ebet : Roland. Er zònch-se ezout-te, iffrontet hac hardi ? Richard en em difenn vaillammant ouz an enemiet. Eun Oficer a Franç. Ne gredit qet penos ho lazfemp, camarad ; Richard. Dêc’h n’em rentân, Roland, ha nonpas da un-all, Roland. Hac ho po sur, Richard, hep nep difficulte. Richard en em rent var guementse. Roland a guntunu. Demp bremâ, Autrone, da gavet va eont ; |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/291
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281