Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/293

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
283

Savit prest en ho sa ha deut da Vontoban,
Me royo dêc’h amzer eun nebeut mat ennàn
Da ober pinijen demeus ho trahison :
Pa vo êru ar poent, me rento dêc’h rêson.

Guichard a antre gant Alard hac a lavar :

Ha ! trappet ê Yon, ar Roue disleal !

Renod.

Ia certen, Guichard ; pelec’h e ma ’r re-all ?

Guichard.

Me gred int êt varlerc’h Olier ha Roland,
Da rêi dê ar chasse vigouriusamant.

Renod.

Dindan boan am bue, daou goqin, daou bandard,
Ma na vot caus ma vo amprisonet Richard.

Alard.

Dre ma velemp e voac’h oc’h-unan sortiet,
Hon eus bet aon, Renod, e vijec’h qemeret :
Rac-se omp deut d’oc’h heuill evit hoc’h asista....
Mes, me a vel Mogis o tiredec amâ.

Renod.

Allas ! lavarit din, va c’hender qer Mogi,
Pelec’h e màn Richard, ar Chevalier hardi.

Mogis.

Penos ! ne qet distro va c’hender qer Richard ?
Me zònje e-voa deut gant Alard ha Guichard.

Renod.

Ah ! siouas, grêt an tol ! qemeret assur ê ;
Dizesperi a ràn pa zònjàn ’ qementse.
Penos ! collet a meus ar güella ar breudeur !
O devez mizerabl ! pebes chanç ha maleur !
Bremâ zouden vantan, va marc’h Boyard ha me
A ranc essât c’hoari eun tol subtilite.
Me ya, coll pe c’honit, da zelivra va breur,
P’otramaat da vervel gantàn er memes heur.
Cassit ar Roue Yon da gastel Montoban :
Bevit vel mignonet... Partial a rancàn.