Pe, mar hor permettit, ni hor bo e vue.
Yonet.
Mar qirit lavarat demp ar gomz vianna,
Ni denno sur venjanç demeus an traitour-mâ.
Renod.
Lest-àn c’hoas, va mibien, eun nebeut da veva,
Ma en devo amzer d’en em reconcilia ;
Pa vo n’em amantet demeus e drahison,
Ni deuy d’er punissa evel ma ê rêson.
Yon.
Me a zento ouzoc’h en pep occasion,
Hac òn prest, pa guerfoc’h, da vonet d’ar prison.
Lavaret a meus dêc’h, ha c’hoas el lavaràn,
Penos ê eur justiç va funissa bremàn,
Pa òn bet qer méchant d’ho pea trahisset,
O heuill goall-gonseillou darn demeus va C’homtet,
Pere o deus dija recevet o faveur :
Perisset int o zri en plenen Vocouleur.
Mogis.
Harça eta, traitour, qerz demeus va fresanç,
Rac aon ne ziscargfen varnout va c’honscianç.
Sortial a rêr, hac e casser Yon d’ar prison.
————
Pêvarvet Dialog.
Roland a antre gant e suit, hac a lavar :
Pelec’h e màn Yon ? lavarit, Salomon.
Salomon.
Lamet ê diganemp en hor c’honfusion.
Roland.
Ah ! poeltronet infam ! c’houi ra din arraji :
Mar carjac’h hor boa grêt vaillant hor c’hevridi,
Bea bet digasset Yon d’an Ampereur,
( Ni hon eus qemeret unan ar pêvar breur. )
Ze rentje va eont meurbet rejouisset ;