Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/296

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286

Mes ganêc’h-u ez omp antier disenoret.

Ar C’henta Chevalier.

Pa vijemp daou-c’hant den assinet en eur flot,
Ne aljemp qet ampech n’en daje gant Renod.
An diaoul a voa sur o sicour aneàn :
Saillat a rê evel eur c’hi a vije clàn.
Hirra m’hon eus allet omp chommet d’en difen ;
Mes neb a ve forcet n’en deus qet a lezen.

Roland.

Biscoas digareou da zen fall ne vancas :
C’houi a vo caus m’hor bo eur gonfusion vras,
Ma n’hor bije unan eus a vibien Emon,
Ne gredjen qet gant mez retorn d’hor pavillon.

————

Pempet Dialog.

Mogis guisqet en Pelerin hac ur bourdon en e zorn.

Renod hac e Vreudeur.

Harça, va zud, clêvet oc’h eus sur lavaret
Penos e zê Mogis den subtil hac adret.
Me ya da zisqüel darn eus va subtilite :
Bremâ-zouden me ya da drompla ar Roue ;
Rac m’em bo digantàn amplamant aluzon,
Ha c’hoas ec’h esperàn cavet colation.
Mes va brassa sourci ê delivra Richard :
Me ranco e gavet, pe ’ vo an affer stard.

Sortial a ra dre eun nôr guz.


————

C’hoec’hvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre hac a lavar :

Chagrin ha nec’hamant a zo var va speret,
Pa deuàn da zònjal en pelec’h ê chommet
Roland hac Olier, Oger ha Salomon,