Me grogo en Richard, ma vint dispartiet. Salomon. Me ho ped, Ampereur, appezit ho coler ; Oger. En em baciantit, me ho suppli, Richard. Charlamagn. Me ho ped da zònjal insolanç ar pandard ; Richard oc’h anaveout Mogis a lavar : P’oc’h eus qement a c’hoant da laqat va c’hrouga, Charlamagn. Pa oc’h eus c’hoant da c’hout : var lein mene Focon. Mogis a zorti sioulic, goude bea clêvet se, hac ar Roue a lavar : Roland hac Olier, cassit-àn d’ar prison. Roland. Ia, Sir, ni rêy ze hep nep remission. ———— Seizvet Dialog. Renod a antre gant e suit hac a lavar : Gant impaciantet e fell din trelati, Mogis. Emedi en bue ; rac-se bet dizourci. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/301
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291