Var lein mene Focon rac-se ’n em breparet,
Ma zayomp a vanden evit en delivra.
Renod.
Ho comzou, va c’hender, va foan a vianna.
Alard.
Ret vo demp partial a Vontoban fennos,
Hac en traòn ar mene ni chommo da c’hortos
Ma vo deut an devez hac ive an amzer
Ma tle bea crouguet Richard, va breuric qer.
Nep a vo qen hardi da essât ober ze,
A losco e groc’hen, p’en defe mil bue.
Renod.
Bet assur, ho conseill, Alard, zo excelant :
Demp-ta d’en em armi, me ho ped, dilijant.
————
Eizvet Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :
Ret ê, va Baronet, bremàn deliberi
Piou a yêl da grouga Richard, an den impi,
Pehini a zo bet em andret qen traitour.
Rac-se-ta, Beranger, pa oc’h deut d’am zicour,
Me ho ped da grouga Richard, mab da Emon,
Hac ho po ar brovinç a Flandres, va mignon.
Beranger.
Ret e ve, Sir, ho pe evidòn disprizanç,
Pa gredit va laqât da zervich eur potanç,
Ha ma teut d’am pedi d’ober eun action
A ve din ha d’am zud mez ha confusion.
Ne grouguin qet Richard na nep den all ebet :
Commandit din traou all hac e voc’h servichet.
Charlamagn.
It da grouga Richard, me ho ped, Idelon,
Ha me a royo dêc’h rouantelez Gascogn.
Idelon.
Exantit ac’hanòn, Ampereur, eus a ze ;