Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302

Ho pet true ouzòn, humblamant en heur-mâ
Ma meus ho cunduet d’ho crouga d’ar potanç,
N’en dê nemet evit senti d’ar Roue Franç ;
Rac me vouie ervat e vijec’h delivret :
Ho pet true ouzòn, Richard qèz, me ho ped.

Richard.

Qement eus a drue am bo ouzoc’h, Ripus,
Evel ho poe ouzòn, na vet qet morc’hedus ;
Rac birviqen Renod na anzavàn da vreur,
Ma ne ra ho crouga, m’en assur, var an heur.

Disqen a reont o daou deus ar sqeul.


Galeran.

An nep en deveus c’hoant da recours e vuez,
A rànco e c’honit bremàn a veg boutes.

Renod.

Ah ! Ripus, maro oc’h hep douja ’n Ampereur ;
N'ho poa qet a respet, den fall, evit va breur.

Mogis.

Deut aman, Richard qèz, ma ho tiamarin,
Ma crouguimp en ho plaç Ripus, an tam coqin.

Distag a ra Richard.


Renod.

Me ho ped, Autrone, da rêi din ar faveur
Ma vo me a denno venjanç evit va breur.
Mes, va zud, me a gav ê qer bras an offanç,
Ne verit qet bea crouguet ouz eur potanç.
Ne all qet va speret e zouffr davantach beo :
Ebars en eur flippat me sur en depecho.

Laza ra Ripus.


Cetu ganêc’h, Ripus, recevet recompanç,
Goude c’hoantât staga va breur ouz ar potanç.

Godefroa.

Emàn zo eun tol brao ha subtil c’hoariet !
Lavarit din penos ez oc’h bet difunet.

Renod.

P’en deus clêvet Boyard va breur paour o crial,
Ê commancet gant nerz neuze da c’hrizincal.