Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/314

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304

Ma c’hoezàn en drompill, deut buan d’an assot.

Guisca ra habillamantchou hac armou Ripus, hac e ya da Baris.


Renod.

Nebon ni a yêlo, me bromet dêc’h ervat ;
Rac-se eta, va zud, chomomp amàn er c’hoad.

————

Unnecvet Dialog.

Oger ha Salomon a antre, hac a lavar :

Me meus aon, Salomon, ne vo re divead
Renod hac e vreudeur da zelivra Richard.
Mar dint bet neglijant da rêi deàn sicour,
E màn bremâ crouguet gant Ripus an traitour.

Salomon.

Oger, n’oc’h eus affer da vorc’hedi ouz se :
Qeit a ma vo Renod ha Boyard en bue,
Pa ve pignet er sqeul, prest da vea crouguet,
Birviqen evit se n’en devo droug abet.

Oger o velet Richard oc’h antre en qær
gant dillat Ripus, a lavar :

Oh ! maro ê Richard, me vel êru Ripus
Entrezec hac amàn, fier hac orgouillus ;
Ra vin-me confontet ma n’en dàn d’en rancontr,
C’hoüi a velo bremaic dressa deàn e gont.
Arrêtit, arrêtit, Ripus, traitour, bourreo :
Crouguet ê ta Richard ? Respontit, ha c’houi glêo ?
Den abet nemedoc’h n’en daje d’e grouga ;
Mes me a verzo sur e varo dêc’h bremâ.

Richard.

Ententit, va c’hender, me n’en dòn qet Ripus,
Qent-se, me zo Richard, rac-se bezit joaüs ;
Me zo bet delivret dre voyen va breudeur.
Ha Ripus zo crouguet hep nep dale nemeur,
Ha ne felle qet din dont da boursu va hent
Hep ho trugarecât entrezoc’h va c’herent.

Oger.

Ne fiàn qet ennoc’h : savit ta ho casqet.