Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/316

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306

M’el lacay c’hoas elec’h ma vo tom bras deàn.

Renod a êru evel an avel gant e dud, hac a lavar :

Ah ! coqinet infam ! lezit hor Chevalier,
Pe m’ho hacho aze entre pêvar gartier.

Charlamagn.

Pa out qer caer montet, ha te outour jouti ?

Renod.

Qement hac a guerfot ; rac-se me ho tisfi.

Ar Roue ha Renod a jout an eil ouz eguile.
 Renod a ziscar ar Roue d’an douar gant eun tol lanç.


Charlamagn.

Ne dleàn douguen sceptr na curunen royal,
Pa ne meus resistet ouz effort eur pot fall.

Renod a recul hac a lavar :

Va Doue, manqet òn, me anzao ervat se,
Pa meus credet laqat va zorn var ar Roue !
Trevers, mar plij ganêc’h, Roue demeus a Franç,
Qen em bo lavaret eun dra en ho presanç :
Pemzec vloas zo dija n'em boe an avantach
Da lavarat eur guer dirac ho personach.

Charlamagn.

Lavarit ho hano, me ho ped, Chevalier,
Rac ouz ho combati en em gavàn fier.

Renod.

Sir, me a lavar dêc’h gant glac’har em c’halon,
Me zo... me zo Renod, mab ena ’n Duc Emon ;
Ha va breudeur ha me a scuill daelou bemde,
En defot n’allomp qet gonit ho carante.
Me voar ervat penos hon eus oc’h offancet
Alies eus a vech, dre ma voamp contraignet ;
Hoguen ne glascomp qet, Doue voar ervat se,
Nemet hepqen an tu da recour hor bue.
Cetu ni chasseet ganêc’h demeus hor brô :
Bet omp en dezertchou rac aon ouz ar maro ;
Mes p’oc’h eus ac’hanomp privet eus hon danve,
M’ho ped da viana, lest ganemp hor bue.