Renod a dol ar Roue d’an douar. Neuze mibien Emon, Idelon. Ha c’houi enteur clêvet, Ampereur Charlamagn, Charlamagn. Ha me meus Sant Denes a Franç evit ansaign ; Nêm. N’em sicouromp ingal, pe e colfomp gante. Fosson. Qementse a zo just, Francisien didalve. Richard. Ha c’houi en em denno, Roue demeus a Franç ? Charlamagn. En em dènnomp, va zud ; contraign omp ar vech-mâ. Ar Francisien a recul. Renod. Ma carjac’h va zicour fidel, va breudeur qer, Ar Secretour. Meulet ra vo Doue ! grêt mat hon eus hon tro, Renod. Demp oll da Vontoban, Autrone, m’ho suppli, Mogis. Renod, me a zento ouzoc’h : it en ho tro ; Renod a ya aroc gant e dud, ha Mogis a chom varlerc’h. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/319
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309