Ar Roue.
Bezit sur, Duc Emon, c’houi vo atao deut mat
Coulz hac ho pugale dirac va daoulagad,
Pere, a zeblant din, a vo a eur veach
Eveldoc’h jenerus ha carguet a gourach.
Rac-se mar fell deze bea Chevalierien,
Me a ya d’o receo eta bremâ-zouden.
Renod.
Roue nobl ha puissant ! Monarq ar Francisien,
Ni offr dêc’h hor zervich gant joa evit biqen ;
Hac a bromet ive, endra vimp en bue,
Renta oboissanç bepret d’ho Majeste.
Ar Roue.
Me assur, tud yaouanc, emeus joa vras ouzoc’h,
Hac em bo da viqen güir gonfianç ennoc’h.
————
C’hoec’hvet Dialog.
Ambassadourien ar Roue a antre, ha gante
corf Lohier en eun arched.
Un Ambassadour.
Oh ! na pebes qêlou ! pebes tristidigues
A êruo embêr gant ar Roue Charles !
Sònjal a ra güelet e vab o tont d’ar guêr
Gant an Duc Egremont, rentet e dributer ;
Mes allas ! ar c’hontrel a zo bet êruet :
Pa zònjàn er maleur, va c’halon zo mantret.
Gidelon.
Joa dêc’h a wir galon, p’o qüelàn, Autrone...
Mes, piou ar c’horf maro a zouguit evelse ?
Ganelon.
Allas ! va c’henderv qèr ! contrel d’ar joaüstet
Zo maleürusamant ganemp-ni c’hoarveet.