Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/321

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311

En em rentit dre gaer, marteze ho po graç.

Mogis.

M’en em rento, Olier, gant ar gondition
Ma reot din-me caout va bue ’vit rançon.

Olier.

Anfin, ni ray moyen da ober hoc’h acoord.

Mogis a rent e gleze da Olier, hac a lavar :

M’en em rent dêc’h bremâ, Olier, hep effort.

Olier.

Clêvit eta, Mogis, pa oc’h va frisonnier,
C’houi a ranc toùet din en fe a Chevalier
Penos n’en deot qet ermes eus ar prison
Hep goulen va c’hònje ha va fermission.

Mogis.

Ia da, Olier, me a bromet déc’h se,
Penos n’en din qet qüit hep qemeret conje.

Olier.

Deut eta d’ar prison, Mogis, var guementse,
Me gomzo evidoc’h sur embêr d’ar Roue.

Cundui a rêr Mogis d’ar prison.


————

Daouzecvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Orsus, va Baronet, Tadou demeus a Franç,
Pa velàn ac’hanoc’h o terc’hel ar silanç,
Me a lavaro dêc’h eun dra zo em speret,
Biscoas bete vreman n’em boa en lavaret.
Anter-cant vloas a zo, ia en assuranç,
Aboue ma possedàn ar gurunen a Franç ;
Rac-se e lavaràn eun dra zo güirione,
Penos n’en dòn pelloc’h er stat eus a Roue :
Eul lestr ne all qet dont ervat da abordi
Hep sicour ar pilot hac ar verdaidi.
Me n’allàn qenebeut bea sur triomfant,