Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/322

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312

Pa ne garit rêi din sicour fidelamant.
Hac én alfet ober a vrassoc’h lachete
Na renta qen lies a affront d’eur Roue
Evel zo rentet din gant Renod ha Mogi ?
Gouscoude e velàn e teuit d’o menteni.
Hoguen pa oc’h qement ebars en o c’hoste,
Laqit unan anê em plaç evit Roue.

Tenna ra e gurunen, laqat a ra anei var ur foteuil,
 hac e lavar :


Cetu va c’hurunen, Tadou demeus a Franç ;
M’en em discarg anei ebars en ho presanç :
Roit-hi da Renod pe d’an nep a gueret ;
N’e fossedin pelloc’h, p’on en em resolvet.

Roland.

Possubl ve, va Eont, Roue nobl ha parfet,
Penos e ve güirion ar pez a leveret !
Me ho ped humblamant da chanch ho proposiou :
Ouz ho clêvet e meus c’hoant da scuilla daelou.
Qemerit c’hoas courach, va Roue, m’ho suppli,
Nebon ni n’em venjo demeus hoc’h enemi.

Olier a antre hac a lavar :

Oh ! Roue Charlamagn, petra ê ar sujet
A laca ac’hanoc’h qementse contristet.

Charlamagn.

Va mignon Olier, cetu ama ’r sujet :
Ar pêvar mab Emon o deus va infamet ;
Ha pa n’am zicourit da zont d’o distruja,
Me lèz va c’hurunen ; deit, cetu-hi amâ,

Olier.

M’ho ped, va Ampereur, ne lavarit qet se,
Rac ne c’houlennomp den nemedoc’h da Roue.

Charlamagn.

Nan, nan, grêt ê an tol, ne vezin Roue mui,
Nemedoc’h a rentfe din Renod pe Mogi,
Da ober diounte hervez va bolonte,
Rac re a affrontchou o deus rentet din-me.