Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/324

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314


Oger.

Evit bremàn Mogis a barlant gant rêson :
Mar be crouguet fennos, hor bo confusion ;
Neuze e lavaro Renod hac e vreudeur
Penos hon eus bet aon oute, va Ampereur,
Ha n’hor be qet credet crouga Mogis en de ;
Lezit-àn qen a vo varc’hoas eus ar beure.

Charlamagn.

Ah ! Oger, tromplet oc’h dont da zònjal penos
E vec’h sur da zerc’hel Mogis amàn fennos.

Oger.

Mar car prometti chom, ni gredo aneàn.

Charlamagn.

Nan, nan, biqen james ne fiàn mui ennàn.
Rac-se, va Baronet, òn en em rezolvet
Da nonpas dêbri tam qen e vo sur crouguet.

Mogis.

Pa ê ret din mervel, va distrujit en de,
Ma vo deus eun nosvez astennet va bue,

Charlamagn.

M’ho lêzo beo fennos, gant ar gondition
Ma teufoc’h da fournis evidoc’h cotion.

Mogis.

Ne vo qet cotion, Sir, a vanco sur din.

Charlamagn.

M’ho tisfi da gavet an disterra hinin.

Mogis.

Pa deuis d’en em rêi dêc’h-u, Prinç Olier,
C’houi a bromettas din en fe a Chevalier,
E comzjec’h evidon hirio deus ar Roue ;
Deut da gotioni bremàn evidon-me.

Olier.

Me er grêyo, Mogis, me a bromet dêc’h se ;
Me a vo cotion evidoc’h d’ar Roue.

Mogis.

Roland, c’houi, ive, Nêm, Oger ha Salomon,