Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/326

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
316


Galeran.

Me a ya d’o c’herc’hat ractal, va Impaler ;
Me vo distro amàn en nebeut a amzer.

Mont a ra d’o c’herc’hat ; êruout a ra qerqent, hac e lavar :


Cetu amàn-ta, Sir, qerc’het ar chadennou ;
Mar dê Mogis sorcer, lêzomp-én d’o approu.

Charlamagn.

Orsus eta, Mogis, poc’h eus c’hoant da gousqet,
Ret ê ober moyen ma voc’h-u contantet.
Me rêyo garotti ho corf gant chadennou,
Hac a vo manific dêc’h-u da lincelliou.
Ah ! coz laer anchantour, daouest d’oc’h oll ardou,
Ez òn sur ac’hanoc’h, en dispit d’ho troyou.
Ret ê, va Baronet, dont da veilla fennos ;
Me n’en din qet ive qenebeut da repos :
Evessait ervat an den mechant Mogi,
Ma vo crouguet varc’hoas qent eguet dijuni.

Mogis.

Me bromet dêc’h, Charles, dirac ar brincet-màn,
E tijunin varc’hoas en castel Montoban.

Isakar.

Nebon ne refoc’h qet, sorcer fall ha traitour,
Pa ve qement diaoul zo oll ouz ho sicour.

Mogis a gommanç da ober e charmou, hac a lavar :
Manrellon, Goberton et Chiminalom.
Ractal ar Roue ha tout e dud a chom cousqet mic.


Mogis.

Possubl ve, Belzebut, Mamon ha Belfegor,
E ve ret d’ho mignon coll bremàn e enor !
Astarot, Balberit, ha te, Asmodeus,
Deut oll d’am asista, ma vin victorius :
Sicourit-ta Mogis da derri an houarn
Pehini zo laqet var e dreid ha daouarn.
Rac-se ho cònjuràn en hano Leucata,
Mar oc’h eus nep pouvoar, da zont d’am asista.

Amàn e ra eun tamic effort, hac e tor e chadennou.


Ho ! ho ! potr aoüalc’h òn : brizet ar chadennou !