Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23


Gidelon.

Piou ê ar c’horf maro a zouguit en arched ?

Fouqes.

Lohier, mab ar Roue, massacret gant Beuvet ;
Ha ne zeus manet den nemedomp hor pêvar,
Ne dint bet oll lazet gant an tirant barbar ?

Gidelon.

O den abominabl ! penos, ha possubl ve
E ves bet qer mechant laza mab ar Roue ?
Ret ê sur en anzav e zê an ærouant
En deus bet aliet ac’hanout, den mechant,
D’ober eun action eus ar brassa crisder,
A vo caus deus revin da famill en antier.
Me voa bet deputet eus abeurs ar Roue,
Da zonet da rancontr ac’hanoc’h, Autrone,
Evit fin da c’houzout petra voa c’hoarveet :
Doueti rê ar Roue ar maleur cometet.
Rac-se me ho suppli, Fouqes ha Ganelon,
Grit m’en em acqüittin eus va c’hommission :
Ho pet ar vadelez d’arrêti ho pasiou,
Vit ma zin en ho rauc da annonç ar c’hêlou.
Güir ê, ar c’hêlou-ze n’en dê qet agreapl ;
Mes me ranc e annonç, pe e vezin coupapl.

Ganelon.

It eta, va c’henderv, hac hepdale nemeur ;
Lavarit d’ar Roue brasder eus hor maleur ;
Hac e vantr hor c’halon gant qeuz d’e vab Lohier
Pa rancomp e renta er fêçon-màn er guêr.

Un Ecuier.

Ha ni, demp var hor poez entrezec a Paris.
Ne vo qet calz a joa ouzomp, a meus avis ;
Mes pa ê dre valeur an torfet c’hoarveet,
E ret mat dont d’e zouffr gant calz paciantet.