Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/330

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320

Chevalierien vaillant zo demeus ho ligne ;
Rac-se me ho suppli demeus a galon vat
Da gaout ar vadelez da rêi demp hor mennat ;
Mes evit ma voefoc’h petra ê ar sujet,
Ar subtil Mogis ê en deus hon infamet.
Goude cotioni evit ar c’hanfard-se,
Dindan boan hor bue, en presanç ar Roue,
En deveus bet laeret, evit hon recompanç,
Hor c’hlezeyer, ha c’hoas ar gurunen a Franç.
Rac-se eta, Renod, mar qirit o renta,
E rai an Ampereur trevers dêc’h-u bremâ ;
Hac evelse e vo êchuet eur brezel
Pehini zo, siouas, caus da galz da vervel.

Renod.

En fe a Chevalier, me bromet dêc’h penos
Ne glascàn var ar bed netra nemet repos.
Petra ’ lavarit-hu, Mogis, var guementse ?

Mogis.

Delivrit dê o zraou, hep tam difficulte,
Ha me ya d’o digaç amàn presantamant,
Da c’hout ha ni rento Charles eur vech contant.

Mont a ra d’o c’herc’hat ; êruout a ra gante,
 hac e lavar d’an deputeet :


Cetu ho clezeyer, Chevalierien, amàn,
Ha curunen Charles : deit roit-hi deàn,
Ha lavarit deàn ne voant deut ganén-me
Nemet evit c’hoari eun tol subtilite.

Richard a Normandi.

Assuret, Autrone, c’houi zo tud oblijant ;
Ma ve c’houi a rentfe c’hoas demp dragon Roland ;
Neuze, me oc’h assur, ec’h oblichfec’h Charles
Da zonet da veuli ho prudanç, ho furnes.

Renod.

Mar deus netra a zo lejitim d’ar Roue,
Ni en delivro dêc’h hep tam difficulte.

Richard.

Me deu d’en em oppos da guementse, Renod ;