Renod. Ampereur Charlamagn, mar dòn deut ho pete, Charlamagn. Grêt ec’h eus trahison, n'eus qet a excuzou. Renod. Disvarnomp eta ze dre effort hon armou. Charlamagn. Hac a rayomp, Renod, m’er promet dêc’h ervat. Renod. Piou a rayo-ta, Sir, ganén-me ar gombat ? Charlamagn. Me va-unan, Renod, mar plij an dra-ze dêc’h, Roland. Oh ! Sir, me ho suppli gant pep civilite, Renod. Me ne refusàn den ebars va c’hombatjou : Charlamagn. Piou vo ho cotion qent mac’h eot en hent ? Oger. Ato ni hor pêvar ; contit varnomp hep fent. Renod. Nebon me zistroyo, na vezit qet en poan. Roland. Ni a gred se, Renod ; rac-se, hastit buan. Sortial a reont. |