Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/334

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
324


————

C’hoezecvet Dialog.

Renod a antre gant e suit, hac a lavar :

Ententit, va breudeur, Mogis ha va oll dud :
Me gred vit ar vech-màn ec’h êr betec ar but :
Entre Roland ha me e vo sur êchuet
Eur brezel hac a zo pell a zo commancet.
N’ouzòn qet evit güir penos vo ’n disparti ;
Mes ma ne zistroàn, humblamant m’ho suppli
Da zicour va fried, mignonet, hep dale,
Hac er memes amzer soignit va bugale.

Richard.

Renod, ne gomzit qet ebars en termen-ze :
Ni a yêlo d’oc’h heuill, pa golfemp hor bue.
Mar deut da gombatti ouz ar superb Roland,
Ni a yêlo ive ganêc’h-u prontamant,
Ha neuze ni velo hac én vo observet
Ho qir dêc’h pen-da-ben evel ma ê dleet.

Renod.

Me ho ped, va breudeur, ne deut qet d’ar mêle,
Ia, da viana, nemet affer em be.
Me a ya gouscoude d’an assination.

Guichard.

Ni yêl prest var ho lerc’h, rac ne ve trahison.

————

Seitecvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Êru ê an amzer bremàn, va niz Roland,
Ma vo ret dêc’h disqüel demp ho courach ardant.
Ec’h it da gombatti vaillanta Chevalier
A zo var ar bed-màn, herves a lavarer ;
Mes ar pez a ra din dont da scuilla daelou,
M’en deus Renod ar güir ha me a meus ar gaou.