Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/336

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326

Hac en ein breparit, mac’h ayomp da jouti,
Rac me a meus ar güir ha c’houi oc’h eus ar gaou.

Roland.

Disvarnomp eta ze bremàn entre hon daou.
Ha c’houi a voar bremâ ar pouez demeus va lanç ?

Renod.

Ne vo qet pell, Roland, ho po ho recompanç.

Roland.

Bete vremàn, Renod, ez omp en em bèet.

Combati a reont bepret.


Renod.

Achuomp ar gombat, p’hon eus-hi commancet.

Roland.

O ! ententit, Renod, terrubl oc’h coleret.
Cetu ni var ar poent da laza hor ronceet,
Ha biqen ne gafemp re-all qercoulz hac hi :
Disqennomp, mar qirit, var droat da gombatti.

Renod.

Me heuillo hoc’h avis en qementse, Roland :
Alòn, troad en douar hep ober complimant.

Disqen a reont.


Roland.

P’omp en em approuvet ervat gant hon lançou
Demp bremàn da c’hoari eur barti clezeyou.

C’hoari a reont an duel.


Renod.

Er fêçon ma qerot me c’hoario ganêc’h ;
Me gred oc’h eus cavet ar pez a felle dêc’h.

Roland.

Alôn eta, Renod, êchuomp ar gombat ;
Coulz ê en êchui abréd vel diveat.
Combattomp corf ouz corf, lezomp hor c’hlezeyer.

Renod.

Er fêçon a guerot, Roland, ze a zo sclêr.

Gouren a reont. Renod a zam Roland var
e chouq, hac er c’has er guis-ze etrezec e vreudeur,
hac e lavar Renod deàn :


Er vech-màn, Rolantic, eleal ho talc’àn :
C’houi ranco dont ganén da gastel Montoban.

Roland.

En em denn a ra eus a zivrac’h Renod, hac
er c’haç etrezec ar Roue.