Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330

Me rêyo dêc’h bremàn ober sur eur c’hampagn
Entrezec Montoban da gastel va c’herent,
Da ober peoc’h gante en drouc despit d’ho tent.

Transporti a ra ar Roue, cousqet, da Vontoban.


————

Nontecvet Dialog.

Renod a antre gant e suit, ha Mogis a lavar :

Peguement a rofec’h, lavarit, qendervi,
D’an nep a rentfe dêc’h ho prassa enemi ?

Richard.

Ni ve oblijet dêc’h, ha me ha va breudeur,
Ma carfec’h renta demp amàn an Ampereur.

Mogis.

Deut ganén, Autrone, me meus eur prisonnier
A royo dêc’h ar peoc’h ebars en bêr amzer.

Mogis a zisquel dêze ar Roue, pehini a zo cousqet.


Renod.

Mil benediction dêc’h, va c’hender fidel ;
Evit ar veach-màn ez eus fin d’ar brezel.

Richard.

Mac’h ouffen e rafe Charles difficulte
Da ober peoc’h ganemp bremàn, me er mougfe.

Mogis.

Arabat en defe ar Roue nep offanç,
Evitàn da vea bremàn en hor puissanç.
Lezit-àn da gousqet ; embêr, pa zifuno,
It neuze ho pêvar d’e gavet var eun dro ;
Suppliit aneàn da ober peoc’h ganêc’h :
Me gred e rayo ze, rac be en devo nec’h.
Me a ya da repos bremàn, va c’hendervi :
Pa meus grêt va affer, bremàn òn disourci.

Guichard.

Qemerit ho repos, m’ho ped, va c’hender qer :
C’houi a zo hon recour ebars en peb affer.